The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 37

1Dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun, hag am c’hasaz er-méaz gan̄t spéred ann Aotrou; hag hén̄ am lézaz é-kreiz eur gompézen a oa leûn a eskern.

2Hag hén̄ am c’hasaz enn hô zouez trô-war-drô; hôgen hî a oa paot war c’horré ann douar, ha séac’h meûrbéd.

3Hag hen̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ha té a gréd é vé béô ann eskern-zé? Ha mé a lavaraz: Aotrou Doué, té her goar.

4Hag hén̄ a lavaraz d’in: Diougan diwar-benn ann eskern-zé, ha lavar d’ézhô: Eskern séac’h, sélaouit gér ann Aotrou.

5Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ann eskern-zé: Chétu mé a lakai eur spered enn-hoc’h, hag é vévot.

6Ha mé a lakai da zével war-n-hoc’h nervennou, ha kîk da greski war-n-ézhô; hag éc’h astenninn kroc’hen war gémen̄t-sé; hag é rôinn spéred d’é-hoc’h; hag é vévot, hag é wiot pénaoz eo mé ann Aotrou.

7Ha mé a ziouganaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’in; ha pa ziouganenn, é oé klévet eunn trouz, hag e oé gwélet eur fin̄v; hag ann eskern a dôstaaz oud ann eskern, pép-hini oud hé framm.

8Ha mé a wélaz, ha chétu é savaz war-n-ézhô nervennou, ha kîk: kroc’hen en em astennaz ivé war-n-ézhô; hôgen na oa két a spéred enn-hô.

9Hag hén̄ a lavaraz d’in: Diougan d’ar spéred; diougan, mâb dén, ha lavar d’ar spéred: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Deûz, spéred, eûz ar béder avel, ha c’houéz war ar ré varô-zé, évit ma asbévin̄t.

10Ha mé a ziouganaz ével m’en dôa gourc’hémennet d’in; hag ar spéred a iéaz enn-hô, hag é vévchon̄t; hag hî a zavaz war hô zreid, enn eunn armé brâz-meûrbéd.

11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Mâb dén, ann holl eskern-zé eo tî Israel; hî hô deûz lavaret: Dizéc’het eo hon eskern, ha kollet eo hor géd; ha nî a zô rannet.

12Râk-sé diougan, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé, va fobl, a zigorô hô pésiou, hô tenna a rinn eûz hô pésiou, hag é tigasinn ac’hanoc’h é douar Israel.

13Ha c’houi a wézô, va fobl, pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô digoret hô pésiou, ha p’am bézô hô tennet eûz hô pésiou,

14Ha p’am bézô rôet va spéred enn-hoc’h, hag é viot béô, hag em bézô hô lékéat da arzaôi enn hô touar hoc’h-unan; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lavaret ha gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou Doué.

15Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

16Ha té, mab dén, kémer eunn tamm koat, ha skrîv war-n-ézhan̄: Da Juda ha da vugalé Israel hé eiled. Ha kémer eunn tamm koat all, ha skrîv war-n-ézhan̄: Da Jozef, koat Éfraim, ha da holl di Israel hé eiled.

17Ha tôsta ann daou damm koat-zé ann eii oud égilé évid hô unani; hag hî a vézô ével unan enn da zourn.

18Ha pa gomzô bugalé da bobl ouz-id, ô lavarout: Ha na ziskuḻi két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz?

19É liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô koat Jozef, a zô é dourn Éfraim, ha breûriézou Israel a zô unanet gan̄t-han̄; ha mé hô lakai kévret gan̄t koat Juda, hag a rai anézhô eur c’hoat hép-kén; hag hî a vézô em dourn ével eur c’hoat hép-kén.

20Hag ann tammou koat war béré éz pézô skrivet a vézô enn da zourn dira-z-hô.

21Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.

22Ha mé a rai anézhô eur bobl hép-kén enn hô douar war vénésiou Israel; ha na vézô néméd eur roué évit réna war-n-ézhô holl; ha na vézô mui diou vrôad anézhô, na vézin̄t mui rannet é diou rouan̄télez.

23Ha na vézin̄t mui saotret gan̄d hô idolou, gan̄d hô argarzédigézou, ha gan̄d hô holl fallagriézou; ha mé hô dieûbô eûz ann holl lec’hiou é péré hô deûz péc’het, ha mé hô glanô; hag hî a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.

24Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.

25Hî a choumô enn douar em eûz rôet d’am servicher Jakob, é péhini eo bét choumet hô tâdou; hag hî a choumô enn-han̄, hî hag hô mipien, ha mipien hô mipien da-vikenn; ha David va zervicher a vézô da brin̄s d’ézhô da-vikenn.

26Ha mé a rai kévrédigez gan̄t-hô; va c’hévrédigez gan̄t-hô a vézô peûr-baduz. Mé hô diazézô, hô faottô, hag a lakai va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.

27Va zabernakl a vézô enn-hô; ha mé a vézô da Zoué d’ézhô, hag hî a vézô da bobl d’in.

28Hag ar brôadou a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo san̄tuar Israel, pa vézô va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn. ———— XXXVIII. PENNAD Diougan a-enep Gog ha Magog.

← Levr Yehezkel 36Read In The App, Free →Levr Yehezkel 38 →

Study Levr Yehezkel 37

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748