The Bible Software
bible.software › Levr Yehezkel › Levr Yehezkel 38 › Levr Yehezkel 38:12

Levr Yehezkel 38:12

Évit ma skrapi dibourc’hou, ma en em gargi a breiz, ma likii da zourn war ar ré a oa bét dilézet, hag a zô bét lékéat enn hô reiz ken̄t, war eur bobl a zô bét strollet eûz a douez ar brôadou, a zéraoué kaoud eunn dra enn hé gerz, ha choum é-kreiz ann douar.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

To take a spoil, and to take a prey; to turn thine hand upon the desolate places that are now inhabited, and upon the people that are gathered out of the nations, which have gotten cattle and goods, that dwell in the midst of the land.

In Context

11Hag é liviri: Piña a rinn étrézég eur vrô divur; moñd a rinn da gavout tud é péoc’h, péré a zô é pép fisian̄s, peré a choum holl hép muriou, ha n’hô deûz na prennou na dôriou:

13Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id: Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.

Read all of Levr Yehezkel 38

Cross References

Judges 9:37Ha Gaal a lavaraz c’hoaz: Chétu eur bobl a ziskenn eûz a greiz ann douar, hag eur van̄den a zeû dré ann hen̄t a zell oud ar wézen dérô.

Isaiah 10:6Étrézég eur gwall vrôad é kasinn anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.

Ezekiel 29:19Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é rôinn da Nabukodonosor, roué Babilon, douar ann Éjipt: hag hen̄ a gémérô hé holl bobl, hag é rai hé breiz anézhan̄, hag é rannô hé zibourc’hou; hag hî a vézô da c’hôbr d’hé armé,

Ezekiel 38:8Goudé kalz deisiou é vézi emwélet; er bloavésiou divéza é teûi enn eunn douar, a zô bét dieûbet eûz ar c’hlézé, a zô bét strollet eûz a veûr a bobl war vénésiou Israel, péré a oa bét didûd a-vépréd; ar ré-zé a zô bét digaset eûz a douez ar boblou, hag a choum enn douar-zé gan̄t fisian̄s.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Yehezkel 38:12

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Yehezkel 38:11Levr Yehezkel 38Levr Yehezkel 38:13 →