Levr Yehezkel 38:13
Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id: Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 57:4Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou: hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.
Jeremiah 15:13Ha mé hô taôlô eûz ann douar-man̄; enn eur vrô ha na anavezit két, na c’houi nag hô tadou; hag énô é servichot nôz-deiz douéed a ziavéaz, péré na rôin̄t éhan é-béd d’é-hoc’h.
Ezekiel 25:13Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.
Ezekiel 27:15Bugalé Dédan a oa da varc’hadourien; kalz énézi a réa gwerzidigez gan-éz; kâs a réan̄t d’id enn eskemm den̄t olifan̄t, ha koat ébéna.
Ezekiel 27:22Saba ha Réema a werzé ivé d’id hag a bréné gan-éz; hî a zigasé d’id louzou-c’houés-vâd, mein talvouduz hag aour.