The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 38

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Gog, war-zû douar Magog, war-zû priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal; ha diougan diwar hé benn,

3Ha lavar d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Gog, priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal.

4Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag a lakai eur wesken enn da garvanou; ha mé az digasô er-méaz, té ha da holl armé, ar c’hézek, hag ar varc’heien gôlôed holl a harnésiou, péré a zeûi enn eunn niver brâz, armet a wafiou, a dirennou hag a glézéier.

5Ar Bersied, ann Étiopied, hag at Libied a vézô gan̄t-hô, hag hî holl a zougô tirennou ha tôkou-houarn.

6Gamer hag hé holl vrézélidi, tî Togorma, war-zû ann han̄ter-nôz, hag hé holl arméou, ha kalz a bobl a vézô gan-éz.

7En em aoz, en em reiz, té hag al lôd-brâz a dûd a zô en em strollet enn-drô d’id, ha béz da c’hourc’hémenner d’ézhô.

8Goudé kalz deisiou é vézi emwélet; er bloavésiou divéza é teûi enn eunn douar, a zô bét dieûbet eûz ar c’hlézé, a zô bét strollet eûz a veûr a bobl war vénésiou Israel, péré a oa bét didûd a-vépréd; ar ré-zé a zô bét digaset eûz a douez ar boblou, hag a choum enn douar-zé gan̄t fisian̄s.

9Hôgen té a biñô, hag a zeûiô ével eunn arné, hag ével eur goabren, évit gôlei ann douar, té ha da holl arméou, ha kals poblou gan-éz.

10Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz-zé é savô ratosiou enn da galoun, hag é venni gwall vénosiou.

11Hag é liviri: Piña a rinn étrézég eur vrô divur; moñd a rinn da gavout tud é péoc’h, péré a zô é pép fisian̄s, peré a choum holl hép muriou, ha n’hô deûz na prennou na dôriou:

12Évit ma skrapi dibourc’hou, ma en em gargi a breiz, ma likii da zourn war ar ré a oa bét dilézet, hag a zô bét lékéat enn hô reiz ken̄t, war eur bobl a zô bét strollet eûz a douez ar brôadou, a zéraoué kaoud eunn dra enn hé gerz, ha choum é-kreiz ann douar.

13Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id: Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.

14Râk-sé diougan, mâb dén, ha lavar da Gog: Ével-henn, é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz-zé, pa choumô va fobl Israel gan̄t fisian̄s, ha n’her gwézi két?

15Té a zeûi eûz da vrô, a dû ann han̄ter-nôz, té ha kals poblou gan-éz, holl biñet war gézek, enn eur van̄den vrâz, gan̄d eunn armé gré.

16Ha té a zavô war va fobl Israel ével koabr, évit gôlei ann douar. Enn deisiou divéza é vézi, ha mé az tigasô war va douar, évit ma anavézô ar brôadou ac’hanoun, pa vézinn bét san̄télet enn-od dira-z-hô, ô Gog.

17Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Té éta eo ann hini a béhini em eûz komzet enn deisiou ken̄t, dré c’hénou va zervichérien, proféded Israel, péré hô deûz diouganet enn deisiou-zé, pénaoz é tigazchenn ac’hanod enn hô énep.

18Hag enn deiz-zé, é deiz donédigez Gog war zouar Israel, émé ann Aotrou Doué, va buanégez a iélô bétég ar frouden.

19Râg em oaz, é fô va buanégez em eûz lavaret: Enn deiz-zé é vézô eur c’héflusk brâz é douar Israel.

20Pésked ar môr, hag evned ann éñv, ha loéned ar mésiou, ha kémen̄t prévéden a stléj war ann douar, ha kémen̄d dén a zô war c’horré ann douar, a grénô dira-z-oun; hag ar ménésiou a vézô diskaret, hag ar girsier a vézô diskolpet, hag ann holl vuriou a gouézô d’am douar.

21Ha mé a c’halvô out-han̄ ar c’hlézé em holl vénésiou, émé ann Aotrou Doué; klézé pép-hini a drôi oud hé vreûr.

22Ha mé a gasô va barn war-n-ézhan̄ gan̄d ar vosen, ha gan̄d ar goad, ha gan̄d eur glaô diboell, ha gan̄t mein diven̄t: tân ha soufr a likiinn da c’hlaôia war-n-ézhan̄, ha war hé armé, ha war ann holl arméou a vézô gan̄t-han̄.

23Ha mé a ziskouézô péger brâz ounn, péger san̄tel ounn (T); ha mé en em rôi da anaout dirâk kalz poblou, péré a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou? ———— XXXIX. PENNAD Barn ann Aotrou a-énep Gog.

← Levr Yehezkel 37Read In The App, Free →Levr Yehezkel 39 →

Study Levr Yehezkel 38

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748