Levr Yehezkel 40:7
Ha pép kambr a oa eûz a eur gorsennad a héd, hag eûz a eur gorsennad a léd: hag étré ar c’hamprou éz oa pemp ilinad.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Treûzou ann ôr é-tâl ar porched é diabarz ann ôr, a oa eûz a eur gorsennad.
Cross References
1 Chronicles 23:28Hag hî a vézô dindân dourn mipien Aaron évit servich tî ann Aotrou, er porchédou, hag er c’hamprou, hag é léac’h ar glanérez, hag er san̄tuar, hag é holl gargou templ ann Aotrou.
Jeremiah 35:4Hôgen Jérémias a valéé dieûb é-kreiz ar bobl; râk né oa két bét c’hoaz lékéat er vâc’h. Koulskoudé armé Faraon a zeûaz er-méaz eûz ann Éjipt; hag ar C’haldéed, péré a stourmé out Jéruzalem, ô véza klévet ar c’hélou-zé, a déc’haz diouc’h Jéruzalem.
Ezekiel 40:33Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn, hag eûz hé forched: eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.
Ezekiel 42:5Kamprou ann ten̄zor a oa izéloc’h oud kréac’h, ô véza ma oan̄t harpet war ar pon̄dalésiou, péré a valégé ouc’h traon̄, hag é-kreiz ann tî.