Levr Yehezkel 40:6
Hag hen̄ a zeûaz oud ann ôr a zellé war-zû ar sâv héol, hag é piñaz dré hé daésiou; hag hén̄ a ven̄taz treûzou ann ôr eûz a eur gorsennad a léd, da lavaroud eo é oa unan eûz ann treûzou eûz a eur gorsennad a léd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 9:24Er pévar avel en em gavé ar borsierien, da lavaroud eo, er sâv-héol, hag er c’hus-héol, hag enn han̄ter-nôz, hag er c’hrésteiz.
Psalms 84:10Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.
Ezekiel 8:16Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄t é diabarz porched tî ann Aotrou: ha chétu é wéliz oud dôr templ ann Aotrou, étré ar porched hag ann aoter, war-drô pemp dén war-n-ugen̄t, a drôé hô c’hein out templ ann Aotrou, hag hô daoulagad oud ar sâv-héol; évid azeûli ar sâv-héol.
Ezekiel 11:1Neûzé ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag am zougaz étrézé dôr ar sâv-héol eûz a dî ann Aotrou, péhini a zell oud ann héol pa zâv; ha chétu éz oa é-tâl ann ôr pemp dén war-n-ugen̄t: hag é wéliz enn hô c’hreiz Jézonias, mâb Azur; ha Feltias, mâb Banaias, prin̄sed ar bobl.
Ezekiel 40:7Ha pép kambr a oa eûz a eur gorsennad a héd, hag eûz a eur gorsennad a léd: hag étré ar c’hamprou éz oa pemp ilinad.