Levr Yehezkel 43:19
Ha té hô rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:3Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.
Numbers 16:5Hag hén̄ ô komza out Koré hag ouz ar ré a ioa gan̄t-han̄ (T): War-c’hoaz vin̄tin, émé-z-han̄, ann Aotrou a rôi da anaout ar ré péré a zô d’ézhan̄, hag a unvanô gan̄t-han̄ ar ré a zô sen̄t; hag ar ré en deûz dilennet, a dôstai out-han̄.
Numbers 18:5Diwallit oud ar san̄tuar, ha grît servich ann aoter; gan̄d aoun na zavché droug enn-oun a-énep bugalé Israel. (T).
Isaiah 61:6Ha mé em eûz gwasket ar boblou em frouden, hag em eûz hô mezviet em buanégez, hag em eûz diskaret hô ners d’ann douar.
Jeremiah 33:18Ha Jérémias a lavaraz da diad ar Réc’habited: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: O véza ma hoc’h eûz sen̄tet out kémenn Jonadab hô tâd, ma hoc’h eûz miret hé holl erbédou, ha ma hoc’h eûz gréat kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’é-hoc’h: