Levr Yehezkel 43:20
Hag ô kémérout goad, é likii anézhan̄ war bévar c’horn ann aoter, ha war bévar c’hoñ ar gon̄vor, ha war ar gurunen trô-war-drô; hag é glani anézhi, hag é san̄téli anézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:25Ar bélek a zoubô hé vîz é goad hostiv ar péc’hed, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻo ann dilerc’h oud troad ann aoter.
Leviticus 4:34Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.
Leviticus 8:15É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
Leviticus 16:19Hag ô sparfa seiz gwéach ann aoter gan̄d hé vîz lékéet er goad, é c’hlanô hag é san̄télô anézhi diouc’h saotrou bugalé Israel.
Ezekiel 43:22Hag ann eil zervez é kennigi eur bouc’h iaouan̄k dinam évit ar péc’hed; hag hî a c’hlanô ann aoter, ével ma hô deûz hé glanet gan̄d al leûé.