Levr Yehezkel 44:12
O véza ma hô deûz hô zervichet dirâg hô idolou, ha ma in̄t deûet da wall-skouér da dî Israel, ha da abek d’hé fallagriez; râk-sé em eûz savet va dourn war-n-ézhô, émé ann Aotrou Doué, hag é tougin̄t hô fallagriez:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 9:16Neuzé ar ré a c’halv ar bobl-zé euruz, a zeûi da véza touellerien; hag ar ré a vézô galvet euruz, a gouézô el loun̄k.
Ezekiel 20:6Enn deiz-zé é saviz va dourn évit-hô, évit ma tenjenn anézhô eûz a zouar ann Éjipt, évid hô c’hâs enn eunn douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél; péhini eo ar gwella é-touez ann holl zouarou.
Ezekiel 20:23Savet em eûz c’hoaz va dourn war-n-ézhô enn distrô, ma skiñfenn anézhô é-touez ar brôadou, hag é kaschenn anézhô é brôiou pell;
Ezekiel 44:10Al lévited hô-unan, péré a zô en em dennet pell diouz-in évid heûlia fazi bugalé Israel, hag a zô bét faziet diouz-in ô von̄t war-lerc’h hô idolou, hag hô deûz douget hô fallagriez;