Levr Yehezkel 44:13
Ha na dôstain̄t két ouz-in évid ôber ar garg a vélek dira-z-oun, ha na dôstain̄t két oud hini eûz ann traou san̄tel a zô tôst da zan̄t ar zen̄t; hôgen hî a zougô hô mézégez, hag ar gwallou hô deûz gréat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ha mé hô lakai da borsiérien ann tî, ha da zervichérien enn-han̄, évit kémen̄t a vézô da ôber.
Cross References
Numbers 18:3Al Lévited a vézô daré bépréd da ôber da c’hourc’hémennou, ha kémen̄d a vézô da ôber enn tabernakl; enn hévélep doaré koulskoudé na dôstain̄t két out listri ar san̄tuar, nag oud ann aoter, gan̄d aoun na varvchac’h, hag hî gan-é-hoc’h.
Jeremiah 3:25Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué. ———— IV. PENNAD Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.
Ezekiel 32:20Kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé é-kreiz ar ré lazet: rôed eo ar c’hlézé, distaolet é vézô-hî, hag hé holl boblou.