Levr Yehezkel 44:24
Ha pa vézô strîv, hî a zavô em barnédigézou hag a varnô; va lézennou ha va c’hélennou a virin̄t em holl lidou, hag é san̄télin̄t va deisiou sabbat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:2Komz out bugalé Israel, ha lavar dézhô: Ar ré-man̄ eo goéliou ann Aotrou, a c’halvot san̄tel.
Deuteronomy 17:8Ar ré a vézô ganet diout-hô a iélô é strollad ann Aotrou d’ann trédé rumm.
1 Chronicles 23:4Eûz ar ré-zé é oé dilennet pévar mil war-n-ugen̄t étré péré é oé rannet kargou tî ann Aotrou; hag eûz ar vérerien hag eûz ar varnerien c’houec’h mil.
Ezra 2:63Hag Atersata a lavaraz d’ézhô na zebrchen̄t két kîk san̄t ar zen̄t, kén na zavché eur bélek desket ha klok.
Isaiah 58:13Gloar al Liban a zeûi enn-od, ar sapr, hag ar beuz, hag ivé ar gwéz-pîn, évit kin̄kla léac’h va san̄tuar; ha mé a lakai da véza énoret léac’h va zreid.
Ezekiel 46:9Ha p’az ai pobl ar vrô dirâg ann Aotrou enn deisiou lîd, ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ann han̄ter-nôz évid azeûli, a iélô er-méaz dré zôr ar c’hrésteiz; hag ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ar c’hrésteiz, a iélô er-méaz dré zôr ann han̄ter-nôz; na zistrôi két dré hen̄t ann ôr dré béhini é vézô éat ébarz; hôgen mon̄d a rai er-méaz dré ann hini a zô énep d’ézhi.