Levr Yehezkel 44:28
N’hô dévézô két a zigwéz, mé eo hô digwéz; na rôet két a berc’henniez d’ézhô enn Israel, râk mé eo hô ferc’henniez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 18:20Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron: N’hô pézô nétrâ enn hô douar, ha n’hô pézô lôd é-béd enn hô mesk; mé eo da lôd ha da zigouéz é-kreiz bugalé Israel.
Deuteronomy 18:1Mar kémer eunn dén eur c’hrég, ha mar d-â gan̄t-hi; ha ma na gâv két hî trugarez dirâg hé zaoulagad, enn abek da eunn dra louz-bennâg, é skrivô-hén̄ eul levr-rann, hé rôi d’ézhi enn hé dourn, hag a gasô anézhi kuît eûz hé dî,
Joshua 13:14Hôgen Moizez na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Lévi; rak sakrifisou ha viktimou ann Aotrou, Doué Israel, a zô hé digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhan̄.
Ezekiel 45:4Al lôden san̄télet eûz ann douar a vézô évid ar véléien péré a râ servich ar san̄tuar, ha péré a dôsta évit servicha ann Aotrou; hag al léac’h-sé a vézô da diez d’ézhô, ha d’ar san̄tuar san̄tel.