Levr Yehezkel 45:7
D’ar prin̄s é vézô enn tû-man̄, hag enn tû-hon̄t é rann ar san̄tuar, hag é lôden ar géar, râg-énep da rann ar san̄tuar ha râg-énep da lôden ar géar, adaleg eur môr bétég ar môr all, adaleg eunn tû eûz ar sâv-héol bétég ann tû all; hag ann héd a vézô kévatal da bép-hini eûz al lôdennou all, adaleg harzou ar c’hûs-héol, bétég harzou ar sâv-héol.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 19:49Ha goude m’en dôé Jozué peûr-rannet ann douar dré ar sort étré ann holl vreûriézou, bugalé Israel a rôaz da Jozué, mâb Nun, évid digwéz enn hô c’hreiz,
Isaiah 9:5Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.
Ezekiel 37:24Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.
Ezekiel 48:21Hôgen ar péz a chournô a vézô évid ar prin̄s, a bep tû da bréveûdiou ar san̄tuar ha da lôden géar, adalek pemp mil war-n-ugen̄t eûz ar bréveûdiou, bétég harzou ar sâv-héol; hag ivé war-zû ar môr adalek pemp mil war-n-ugen̄t; betég harzou ar môr, é vézô c’hoaz é lôden ar prin̄s; ha préveûdiou ar san̄tuar, ha san̄tuar ann templ a vézô enn hé greiz.