Levr Yehezkel 37:24
Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 80:1Té péhini a rén Israel, sélaou; té péhini a gâs Jozef ével eunn dan̄vad. Té péhini a zô azézet war ar gérubined, en em ziskouéz,
Isaiah 40:11Ra zavô hô mouéz ann distrô hag ar c’hériou; enn tiez é choumô Sédar; meûlit ann Aotrou, c’houi péré a choum er réc’hier, garmit eûz a lein ar ménésiou.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
Jeremiah 31:33Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.
Ezekiel 34:23Ha mé a lakai da zével war-n-ézhô eur méser, péhini hô faskô, David va zervicher; hén̄ hô faskô, hag hen̄ a vézô da véser d’ézhô.