Levr Yehezkel 46:18
Hag ar prin̄s na gémérô nétrâ eûz a zigwéz ar bobl dré rédi, nag eûz hé vadou; hôgen eûz hé vadou hé-unan é rôi eunn digwéz d’hé vipien; évit na vézô két kaset kuît va fobl pép-hini er-méaz eûz hé vadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 68:18Piñet oud ouc’h krec’h, sklaved éc’h eûz kéméret; hag éc’h eûz digémeret rôou évid ann dûd. Hag ar ré ziskrédik hô deûz gwélet pénaoz é choumé ann Aotrou Doué enn hô zouez.
Psalms 78:72Hag hén̄ en deûz hô méset gan̄d eur galoun dinam; hag hô rénet gan̄d eunn dourn poelluz. ———— LXXVIII. PSALM. Psalm Asaf.
Isaiah 32:1Tôstait, brôadou, ha sélaouit; ha c’houi poblou, likid-évez; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.
Ezekiel 22:27Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.
Ezekiel 34:21O véza ma voun̄tac’h gan̄d hô kôstésiou ha gan̄d hô tiskoaz, ha ma wen̄tac’h gan̄d hô kerniel ann holl zén̄ved toc’hor, kén n’hô pôa hô skiñet er méaz: