Levr Yehezkel 47:12
Ha war aotou ar froud a bép tû é savô a bép seurd gwéz frouézek. Na gouézô két hô déliou, ha na ziouérin̄t két a frouez; pép mîz é tougin̄t frouez névez, ô véza ma teû hé douréier eûz ar san̄tuar; hag hé frouez da voéd, hag hé déliou da louzou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hôgen war hé aod hag el lagennou na vézô két iac’héet ann douréier, râk da c’hoalen é vézin̄t rôet.
Cross References
Psalms 1:3Hag hén̄ a vézô ével eur wézen a zô plan̄tet war-harz réd ann douréier, hag a roio hé frouez énn hé amzer: hag hé zelien na gouézô két; ha kémen̄d a rai a zeûi da vâd.
Isaiah 1:6Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
Isaiah 61:3Va-unan em euz mac’het ar gwîn, ha né oa hini eûz ar boblou gan-en̄; hô mac’het em euz em frouden, hô gwasket em eûz em buanégez; hag hô goad a zô bét strin̄ket war va zaé, hag eo bét saotret gan-én̄ va holl ziḻad.
Jeremiah 17:8Mar grâ ar vrôad-zé pinijen eûz ann drouk évit péhini em bôa hé gourdrouzet, em bézô keûz ivé va-unan eûz ann drouk em bôa mennet ôber d’ézhi.