Levr Yehezkel 5:14
Ha mé az lakai da eunn distrô, ha da vézégez d’ann holl vrôadou a zô enn-drô d’id, dirâk kémen̄d hini a iélô ébiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:31Enn hévélep doaré ma likiinn hô keriou ével eunn distrô, ha n’az ai dén enn hô san̄tuariou, ha na zigémérinn mui c’houés mâd ar sakrifisou.
Psalms 74:3Saô da zaouarn évid diskara da-vikenn hô rogen̄tez; péger brâz eo ann droug hô deûz gréat er san̄tuar!
Isaiah 64:10En em laouénait gan̄t Jéruzalem, ha tridit gan̄t-hi, c’houi holl péré a gâr anézhi: en em laouénaid holl gan̄t-hi, c’houi péré a lén̄v diwar hé fenn:
Jeremiah 24:9Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.
Lamentations 1:4Ruou Sion a wél, ô véza na zeû mui dén d’hé lidou; hé holl fersier a zô dispennet; hé béléien a hirvoûd; hé flac’hed-iaouan̄k glac’haret, hag hî hé-unan leûn a c’houervder. HÉ.