Levr Yehezkel 7:14
Sonit gan̄d ar c’horn-boud, r’en em aozô ann holl, hôgen n’az ai hini d’ann emgann: râk va buanégez a zô savet war ar bobl holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 4:5Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar; garmit kaer, ha livirit: En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.
Jeremiah 6:11Râk-sé ounn leun eûz a frouden ann Aotrou, hag em eûz béac’h oc’h hé gouzan̄vi; skûl-hi var ar vugalé a zô war ar ruou, ha war strollad ann dud-iaouan̄k kévret; hag ann ozac’h a vézô kéméret gan̄d ar c’hrég, ann dén-kôz gan̄d ann hini leûn a zeisiou.
Jeremiah 12:12Té a lavarô éta d’ézhô ar gér man̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Péb brôk a vézô leûniet a wîn. Hag hî a lavarô did: Ha na ouzomp-ni két pénaoz é vézô leuniet péb brôk a wîn?
Lamentations 2:3Torret en deûz enn hé frouden holl c’halloud Israel: tennet en deûz adré hé zourn déou a zirâg ann énébour; lékéat en deûz da gregi é Jakob ével eur flamm tân a zév a bép tû. DALETH.
Ezekiel 7:11Ann drougiez a zô savet war walen ar fallagriez; na zeûi két anézhô, nag eûz ar bobl, nag eûz hô zrouz; ha n’hô dévézô két a éhan.