Levr Yirmia 4:5
Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar; garmit kaer, ha livirit: En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 10:3Ha p’az pézô lékéat da zeni ann drompiḻou-zé, ann holl bobl en em zastumô war da drô é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.
Isaiah 28:19Râk pobl Sion a choumô é Jéruzalem, éhana a rî da wéla; da drugarézi a rai; kerken̄t ha ma en dévézô klévet klemm da vouéz, é respoun̄tô, d’id.
Jeremiah 6:1En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
Jeremiah 9:12Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz startéet ar béd gan̄d hé furnez, en deûz astennet ann én̄vou gan̄d hé boell.
Jeremiah 35:11Jérémias a iéaz er-méaz eûz a Jéruzalem, évit mon̄d da vrô Ben̄jamin, ha ranna énô hé vadou dirâk tûd ar vrô.
Hosea 8:1Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.