Levr Yehezkel 7:24
Digas a rinn ar ré falla eûz ar brôadou, hag hî a gémérô hô ziez; lakaad a rinn da éhana balc’hder ar ré c’halloudek hag hô san̄tuarou a vézô skrapet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Laka eunn divez; râk leûn eo ann douar a varniou goaduz, hag ar géar leûn a fallagriez.
25Pa zeûi ann en̄krez, é klaskin̄t ar péoc’h, ha n’her c’havin̄t két.
Cross References
Psalms 83:12Péré hô deûz lavaret: Kéméromp san̄tuar Doué da zigwéz d’é-omp.
Isaiah 5:14Râk-sé ann ifern en deûz ledanéet hé gôv, ha digoret hé c’hénou kémen̄d ha ma hellé, hag hé dud galloudek, hag hé dud dister, hag ar ré brudet-brâz, hag ar ré énoréta a ziskennô enn-han̄.
Jeremiah 6:12Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé: râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.
Jeremiah 17:4Hag al léstr prî a réa gand hé zaouarn, a dorraz, hag hén̄ a réaz gan̄t-han̄ eul léstr all, ével ma kavaz-mâd hé ôber.
Ezekiel 21:2Mâb dén, laka da zaoulagad war-zu Jéruzalem, ha diver da c’hériou étrézég ar san̄tuar, ha diougan a-énep douar Israel: