Levr Yehezkel 9:2
Ha chétu c’houec’h dén a zeûaz eûz a hen̄t ann ôr uc’héla, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz: ha pép-hini enn hé zourn eunn arm da laza: eunn dén a oa ivé enn hô c’hreiz, a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva: hah hî a iéaz ébarz, hag a choumas enn hô zâ dirâg ann aoter arem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:4Eur zaé lîn a wiskô, gôlei a rai gan̄t bragou lîn ar péz a dlé béza kuzet; eo em c’houriza a rai gan̄d eur gouriz lin; lakaad a rai war hé benn eur mitr lin; rag ar gwiskou-zé a zô san̄tel; hag hô lakaad a rai holl, goudé béza en em walc’het.
Jeremiah 1:15Râk chétu é c’halvinn holl dûd rouan̄télésiou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou; hag hî a zeûi, hag a lakai pép-hini hé drôn é-tal persier Jéruzalem, ha war holl drô hé muriou, ha dirâg holl gériou Juda.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.