Levr Yirmia 1:15
Râk chétu é c’halvinn holl dûd rouan̄télésiou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou; hag hî a zeûi, hag a lakai pép-hini hé drôn é-tal persier Jéruzalem, ha war holl drô hé muriou, ha dirâg holl gériou Juda.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.
Cross References
Jeremiah 4:16Livirid d’ar brôadou: chétu eo bét klévet é Jéruzalem pénaoz é teû gwarded eûz a eur vrô bell, péré en em daolô gan̄t garmou brâz war gériou Juda.
Jeremiah 6:22Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu é teû eur bobl eûz a zouar ann han̄ter-nôz; hag eur vrôad vrâz a zavô eûz a harzou ann douar.
Jeremiah 10:22Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu mé a emwélô anézhô; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.