The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 9

1Hag hén̄ a c’harmaz out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout: Ar ré a dlé emwélout kéar a zô tôst, ha pép-hini en deûz enn hé zourn eunn arm da laza.

2Ha chétu c’houec’h dén a zeûaz eûz a hen̄t ann ôr uc’héla, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz: ha pép-hini enn hé zourn eunn arm da laza: eunn dén a oa ivé enn hô c’hreiz, a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva: hah hî a iéaz ébarz, hag a choumas enn hô zâ dirâg ann aoter arem.

3Ha gloar Doué Israel a zavaz diwar ar c’hérubin war béhini édô, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag hî a c’halvaz ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva.

4Hag ann Aotrou a lavaras d’ézhan̄: Trémen a-dreûz kéar, dré greiz Jéruzalem, ha merk eunn thau war zâl ar ré a geinvan hag en em c’hlac’har diwar-benn ann holl argarzidigézou a réeur enn hé c’hreiz.

5Ha mé hé glévaz ô lavarout d’ar ré all: Id a-dreûz kéar war hé lerc’h ha skôit; na espernet két hô lagad, ha n’hô pézet két a druez.

6Lazit bétég ann divéza ar ré gôz, ar paotred-iaouan̄k, ar plac’hed-iaouan̄k, ar vugalé hag ar gragez; hôgen na lazit két kémen̄d hini war béhini é wélot ann thau; ha déraouit dré va zan̄tuar. Déraoui a réjon̄t éta dré ann dûd kôz a ioa dirâg ann tî.

7Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Saotrit ann tî, ha leûnit al leûren gan̄d ar ré lazet; îd er-méaz. Hag hî a iéaz er-méaz hag a skôaz gan̄d ar ré a oa é kéar.

8Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.

9Hag hén̄ a lavaraz d’in: Fallagriez tî Israel ha tî Juda a zo brâz dreist-penn; gôloet eo ann douar a c’hoad, leun eo kéar a wall; râg hî hô deûz lavaret: Ann Aotrou en deûz dilézet ann douar, hag ann Aotrou n’hor gwél két.

10Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.

11Ha chétu ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou, a gomzas hag a lavaraz: Gréat em eûz ével m’az pôa gourc’hémennet d’in. ———— X. PENNAD Ann hini a oa gwisket gan̄t lien lîn a gémer glaou tân, hag hé daol war Jéruzalem.

← Levr Yehezkel 8Read In The App, Free →Levr Yehezkel 10 →

Study Levr Yehezkel 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748