The Bible Software
Levr Ezra · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ezra 4

1Hôgen énébourien Juda ha Ben̄jamin a glevaz pénaoz mipien ar sklavérez hô dôa savet eunn templ d’ann Aotrou, Doué Israel:

2Hag ô véza deûet da gavout Zorobabel, ha prin̄sed ann tiadou, é léverchon̄t d’ézhô: Ra zavimp ann tî gan-é-hoc’h, râk nî ével-d-hoc’h hon eûz klasket hô Toué: ha nî hon eûz lazet viktimou d’ézhan̄ abaoé deisiou Asor-Haddan, roué ann Assiria, péhini en deûz hor c’haset aman̄.

3Ha Zorobabel, ha Josué, hag ar brin̄sed all eûz a diadou Israel a lavaraz d’ézhô: N’hellomp két sével gan-é-hoc’h eunn tî d’hon Doué, hôgen ni hon-unan a zavô eunn tî d’ann Aotrou, hon Doué, ével m’en deûz he c’hourc’hémennet d’é-omp Sirus, roué ar Bersied.

4Evel-sé pobl ar vrô a viraz out pobl Juda na zavchen̄t ann templ, hag a reûstlaz anézhô.

5Kâs a réjon̄t ivé kuzulierien enn hô énep, évit disman̄ta hô dézô é holl zeisiou Sirus, roué ar Bersied, ha bété rén Darius, roué ar Bersied.

6Hôgen é rén Assuérus, é derou hé rén, é skrivchon̄t eunn tamall a-énep ar ré a choumé é Juda hag é Jéruzalem.

7Hag é deisiou Artakzersez, Bésélam, Mitridates, ha Tabéel, hag ar ré all a oa enn hô c’huzul, a skrivaz da Artakzersez, roué ar Bersied: hôgen al lizer a damall a oa skrivet é siriak, hag a oa lennet é iéz ar Siria.

8Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, a skrivaz eul lizer diwar-benn Jéruzalem d’ar roue Artakzersez, ével henn:

9Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, hag hô c’huzulierien all, ann Dinéed, ann Afarsatac’héed, ann Terfaléed, ann Afarséed, ann Erc’huéed, ar Vabilonied, ar Suzanéc’hied, ann Diévéed, hag ann Élamited,

10Hag ar re all eûz ar boblou, en dôa dizouget Asenafar ar brâz hag ar brudet, hag en dôa lékéat da choum é péoc’h é keriou Samari, hag er brôiou all enn tû all d’ar ster.

11Chétu ar skouér eûz al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄: D’ar roué Artakzersez; da zervicherien, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, a zalud ac’hanod.

12Ra wézô ar roué, pénaoz ar Iuzévien, péré éc’h eûz kaset enn hon touez, a zo deûet da Jéruzalem kéar dispac’huz ha drouk, hag é savon̄t anézhi a-nevez, hag éc’h aozon̄t hé muriou hag hé ziez.

13Ra wézô éta bréma ar roué, pénaoz mar béz sévet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet hé muriou, na rôin̄t mui nag ar gwiriou, nag ann tellou, nag al lévéou bloasiek, ha kémen̄t-sé a rai gaou oud ar rouéed hô-unan.

14Hôgen nî, ô véza ma hon eûz koun eûz ar boed hon eûz debret é tî ar roué, ha na fell két d’é-omp é ve gréat gaou é-béd out-han̄, hon eûz kaset évit rei da anaout kémen̄t-sé dézhan̄.

15Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer: ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.

16Kémen̄t-man̄ a rôomp da anaout d’id, ô roue: râk mar béz savet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet he muriou, n’az pézô mui glâd é-bed enn tû all d’ar ster.

17Ar roué a skrivaz ivé da Réum Béeltéem, ha da Zamsai ar skrivañer, ha d’ar re all eûz a Zamari a oa eûz hô c’huzul, ha d’ar re all enn tû all d’ar ster, oc’h héta d’ezhô ar iéc’hed hag ar péoc’h.

18Al lizer a damall hoc’h eûz kaset d’in, a zô bét lennet d’in gan̄t préder,

19Ha mé em eûz gourc’hémennet: hag eo bét en̄klasket ha kavet pénaoz ar géar-zé a bell amzer a zô en em zispac’het oud ar rouéed, ha pénaoz eo bét savet enn-hi kéfluskou hag emgannou.

20Râg é Jéruzalem ez eûz bét rouéed, péré hô deûz astennet hô béli war ann holl vrô a zô enn tû all d’ar ster: hag hî a zavé énô gwiriou, ha tellou, ha léveou.

21Bréma éta sélaouit va barn: Mirid oud ann dûd-zé na zavin̄t ar géar-zé, kén na rôinn eur gourc’hémenn névez d’ézhô.

22Likid évez na réac’h kémen̄t-sé dibréder, ha na greskfé ann droug a-éneb ar rouéed.

23Ar skouér eûz a lizer ar roué Artakzersez a oé lennet dirâk Réum Béelteem, ha Samsai ar skrivañer, hag hô c’huzulierien; hag ar ré-man̄ a ieaz buhan da Jéruzalem da gavout ar Iuzevien, hag a viraz out-hô na labourchen̄t.

24Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.

← Levr Ezra 3Read In The App, Free →Levr Ezra 5 →

Study Levr Ezra 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910