Levr Ezra 4:15
Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer: ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 2:19Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat, ann Horonitad, ha Tobias ar servicher, ann Ammonitad, ha Gosem ann Arabiad, é réjon̄t goab ac’hanomp, é tisprizchont ac’hanomp, hag é léverchon̄t: Pétrâ a rît-hu azé? Ha na zispac’hit-hu két oud ar roué?
Esther 2:23Gréat é oé en̄klask war gémen̄t-sé, hag é oé kavet é oa gwîr; hag hî a oé staget hô-daou oud ar groug. Ha kémen̄t-man̄ a oé skrivet enn historiou, hag a oé merket el lévriou-bloasiek dirâg ar roué. ———— III. PENNAD. Aman a fell d’ézhan̄ lakaat d’ar marô ar Iuzevien holl.
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Daniel 6:4Hag ar roué a venné hé lakaad war ar rouan̄télez holl; hag évit-sé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a glaské ann drô d’hé damallout é kéfridiou ar roué; hôgen na helchon̄t kavout abég é-béd a damall, ô véza ma oa féal, ha na gaved enn-han̄ tamall é-béd a wall.