Levr Ezra 6:1
Neûzé ar roue a réaz eur gourc’hémenn; hag é oé en̄klasket é tî al levriou a oa é Babilon;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 4:15Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer: ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.
Ezra 5:17Bréma éta, mar kâv mâd ar roué, bézet en̄klasket é tî levriou ar roué a zô é Babilon, mar d-eo bét gourc’hémennet gan̄d ar roué Sirus sével a névez tî Doué é Jéruzalem, ha kaset ar roué d’é-omp hé ioul war gémen̄t-sé. ———— VI. PENNAD. Peur-c’hréat eo ann templ. Ar pask a lideur enn-han̄.
Psalms 40:7Neûzé em eûz lavaret: Chétu é teûann. É penn al levr eo skrivet diwar va fenn
Jeremiah 36:2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Piou-bennâg a choumô er géar-man̄ a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen; hôgen néb en em dennô étrézég ar C’haldéed, a vévô; hag hé éné a vézô dieûb ha béô.
Ezekiel 2:9Ha mé a arvestaz, ha chétu eunn dourn a oé kaset étrézég enn-oun, é péhini édo eul levr rodellet; hag hen̄ a zirodellaz anézhan̄ dira-z-oun; lizérennou a ioa enn diabarz hag enn diavéaz; skrivet é oa war-n-ézhan̄ keinvanou, ha kanaouennou, ha mallosiou. ———— III. PENNAD Ézékiel a wél a-névez gloar ann Aotrou.