Levr Ezra 9:1
Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 18:24N’en em zaotrot két gan̄d ann holl draou-zé, gan̄t péré eo en em zaotret ann holl boblou a gasinn-kuît dira-z-hoc’h,
Numbers 23:9Eûz a lein ar réier her gwélinn, hag eûz ar grec’hiou é sellinn out-han̄. Ar bobl-zé a choumô hé-unan, ha na vézô két lékéat é niver ar brôadou.
Numbers 25:6Ha chétu unan eûz a vipien Israel a iéaz da gavout eur Vadianitez, hag hî eur c’hast, dirâg hé vreûdeûr, é gwél Moizez hag holl vugalé Israel, peré édô o wéla é-tâl dôr ann tabernakl.