Niveroù 25:6
Ha chétu unan eûz a vipien Israel a iéaz da gavout eur Vadianitez, hag hî eur c’hast, dirâg hé vreûdeûr, é gwél Moizez hag holl vugalé Israel, peré édô o wéla é-tâl dôr ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Ha Moizez a lavaraz da varnerien Israel: Ra lazô pép-hini hé dûd a zô en em wéstlet da Véel-Fégor.
Cross References
Numbers 15:30Hôgen ann hini en dévézô gréat eur péc’hed-bennâg dré rogoni, kenn ar brôad, kenn ann diavésiad, a vézô kaset-da-gét eûz a greiz hé bobl, ô véza ma eo en em zavet a-éneb ann Aotrou;
Numbers 25:14Hôgen ann Israélit a oé lazet, hag ar Vadianitez gan̄t-han̄, a oa hanvet Zambri, mâb Salu, hag a oa é penn da unan eûz a diégézou breûriez Siméon.
Numbers 31:9Kémérout a réjon̄t ivé hô gragez, hô bugaligou, hô holl loéned, hag hô arrébeûri: preiza a réjon̄t kémen̄d hô dôa.
Judges 2:4Ha pa lavaré Éal ann Aotrou ar c’homziou-zé da holl vugalé Israel, é savchon̄t-hî hô mouéz enn eur wéla.
Ezra 9:1Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed:
Ezra 10:6Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.