Levr Ezra 9:2
Râk kéméret hô deûz eûz hô merc’hed évit-hô hag évid hô mipien; ha kemmesket hô deûz ar wenn zan̄tel gan̄t pobl ar vrô; ha dourn ar brin̄sed hag ar rénerien a zô en em rôet da gen̄ta d’ar gwall-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:1Mar sâv enn da douez eur profed, pé eur ré hag a lavarô pénaoz en deûz bét eur wélédigez é huvré, ha mar tiougan eunn arwéz pé eur burzud-bennâg:
Deuteronomy 7:6Mar fell d’az preûr, mâb da vamm, pé d’az mâb, pé d’az merc’h, pé d’az grég a zougez enn da galoun, pé d’az min̄oun a garez ével da éné, da gen̄drec’hi, ô lavarout é-kuzul: Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na na anavézez két, té na da dadou,
Joshua 22:15Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h;
Ezra 10:2Neûzé Séc’hénias, mâb Jéhiel, eûz a vipien Élam, a lavaraz da Esdras: Nî hon eûz torret lézen hon Doué, hag hon eûz keméret gragez é-touez ar boblou a-ziavéaz; bréma, ma éz eûz pinijen enn Israel diwar-benn kémen̄t-ze,