Levr Nehemia 13:18
Ha né két ével henn hô deûz gréat hon tadou? Ha né két ével-sé en deûz hon Doué digaset war-n-omp, ha war ar géar-man̄, ann holl zroug-zé? Ha c’houi a denn c’hoaz buanégez ann Aotrou war Israel, ô terri ar sabbat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:28Mé a gerzô ivé enn hoc’h énep gan̄d eunn hévélep kounnar, mé hô kastizô gan̄t seiz gouli enn abek d’hô péc’héjou;
Ezra 9:14Évit na zistrôimp két d’ann drouk, ha na dorrimp két da c’hourc’hémennou, ha n’en em unanimp két dré zimiziou gan̄d ar boblou a ra ar fallagriézou-zé. Ha brâz a-walc’h eo da vuanégez ouz-omp évit ma hor c’holli a-grenn, hép lézel eunn dilerc’h é-béd évid hé zavétei?
Jeremiah 17:21Râk-sé rô hô bugale d’ann naoun, ha laka-hi da gouéza dindân ar c’hlézé: ra zeûiô hô gragez héb hô bugalé, ha da in̄tan̄vézed: ra vézô hô ézéc’h lékéat d’ar marô, ra vézô hô zûd-iaouan̄k lazet gan̄d ar c’hlézé er brézel.
Jeremiah 44:9Piñit war varc’h, ha rédit war hô kirri; ra gerzô ar ré galounek, ann Étiopied hag al Libied péré a zoug skoédou, hag al Libied péré a gémer hag a daol saésiou.