Levr Ezra 9:3
Pa gleviz ar geriou-zé, é rogiz va man̄tel ha va zaé, é sachiz war va bléô ha war va barô, hag éc’h azéziz glac’haret-brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 21:5Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.
Nehemiah 13:25Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout:
Job 2:12Ha pa zafchon̄t a bell hô daoulagad, na anavézchon̄t két anézhan̄, hag enn eur c’harmi en em lékéjon̄t da wéla; hag ô véza roget hô diḻad, é taolchon̄t poultr enn éar évit kouéza war hô fenn.
Psalms 143:4Meûlit-hén̄, en̄vou ann én̄vou; hag holl zouréier a zô dreist ann én̄vou,