Levr Havakouk 2:16
Leûniet é vézi a vézégez é léac’h gloar: év ivé té, ha môréd: kôp dourn-déou ann Aotrou a iélô war-drô d’id, hag eunn disloun̄k mézuz a gouézô war da c’hloar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 75:8Râg é dourn ann Aotrou éz eûz eur c’hôp gwîn pûr leûn a c’houervder. Hag hén̄ a skuḻ da hé-man̄ ha da hen-hon̄t; koulskoudé al lec’hid anézhan̄ né két c’hoaz deûet da hesk; ann holl béc’herien eûz ann douar a évô eûz anézhan̄.
Isaiah 20:4Fatet eo va c’haloun, va spéred a zô gôlôet a dévalien: Babilon va muia-karet a zô deûet da spoun̄t d’in.
Isaiah 47:3Hag hén̄ en deûz lavaret d’in: Va zervicher oud, Israel, ha mé en em veûlô enn-od.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.