Levr Havakouk 2:17
Râk fallagriez al Liban a c’hôlôi ac’hanod, ha gwastadur al loéned a spoun̄tô anézhô, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’hô fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 55:23Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od. ———— LV. PSALM. Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.
Proverbs 28:17Néb en deûz skuḻet goâd eur ré, ha pa déc’hché bétég ar poull, dén na virché out-han̄.
Jeremiah 50:33Hag hen̄ a névézaz ann diḻad en dôa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voed dira-z-han̄ é holl zeisiou hé vuez.
Habakkuk 2:8Ével ma éc’h eûz preizet kalz a vrôadou, holl zilerc’h ar boblou az preizô ivé, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’as fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.