Lizher d'an Hebreed 4:12
Râg gér Doué a zô béô, ha nerzuz, ha lemmoc’h égéd eur c’hlézé a ziou zremm: mon̄d a ra bété rann ann éné hag ar spéred, bétég er mellou hag er mélou; hag é tibab ar vénosiou hag ann ioulou eûz ar galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 4
Cross References
Judges 3:16Aod a réaz évit-han̄ eunn dager diou dremm, péhini en dôa eunn harzourn hîr ével palv ann dourn, hag é lékéaz anézhan̄ dindân hé zaé war hé vorzed zéou.
Psalms 110:2Gwalen da ners a dennô ann Aotrou eûz a Zion; rén é-kreiz da énébourien.
Psalms 139:2Va zrugarez ha va digémer; va gwarézer ha va dieûber; va skoazeller, hag enn-han̄ em eûz lékéat va géd; péhini a laka va fobl da bléga dindan-oun.
Proverbs 5:4Hôgen ann divez anézhi a zô c’houerô ével ar vuélen, ha lemm ével eur c’hlézé diou zremm.
Isaiah 11:4Hôgen hén̄ a varnô ar béorien gan̄t reizded, hag a ziwallô gan̄d éeunder ar ré gûn̄ war ann douar: gan̄t gwalen hé c’hénou é skôi ann douar, ha gan̄t c’houéz hé vuzellou é lazô ann dén fallagr.
Isaiah 55:11Râk piou éc’h eûs-té bét aoun, évit béza lavaret gévier, évit béza va an̄kounac’héet, hép menna enn da galoun? O véza ma tavann, ha ma ounn ével pa na wélchenn két, éc’h eûz va an̄kounac’héet.