The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 4

1Hor bézed aoun éta, ô tilézel ar gér a zô bét rôet éz ajemp é éhan Doué, na vé unan-bennâg ac’hanomp ha n’az ajé kéd enn-han̄.

2Râk diskleriet eo bét d’é-omp kerkouls ha d’ézhô, hôgen ar gér hô doa klevet na oé két talvouduz d’ézhô, ô véza né oa kéd ar feiz kévret er ré hô doa klevet.

3Évid-omp-ni péré hon eûz krédet, éz aimp enn éhan, ével ma en deûz lavaret: Ével ma em eûz touet em brouez: Pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan: hag ann éhan eo a zeûaz goudé ôberiou Doué é krouidigez ar béd.

4Râk lavared en deûz enn eul léac’h-bennâg diwar-benn ar seizved dervez, ével-henn: Ha Doué a éhanaz ar seizved dervez goudé hé holl ôberiou.

5Hag aman̄ c’hoaz: Na zeûin̄t két em éhan.

6Pa eo réd éta é teûjé-ébarz eur ré-bennâg, ha pénaoz ar ré da béré eo bét diskleriet ar gér da gen̄ta, n’in̄t két éad-ébarz enn abek d’hô digrédôni:

7C’hoaz é verk eunn dervez, a c’halv Hiriô, ô lavaroud dré Zavid, pell amzer goudé, ével ma eo lavaret diaraok: Hiriô mar sélaouit hé vouéz, na galédit két hô kalounou.

8Râk ma en défé Jézuz hô lékéat enn éhan-zé, n’en divijé két komzet abaoé eûz a eunn deiz all.

9Dré-zé eo bét lézet miridigez ar sabbat da bobl Doué.

10Râk néb a zô éat enn hé éhan, a éhan ivé hé-unan goudé hé ôberiou, ével ma réaz Doué goudé hé ré.

11Akétomp éta da von̄d enn éhan-zé, gan̄d aoun na gouézché unan-bennâg enn eunn hévélep skouér a zigrédôni.

12Râg gér Doué a zô béô, ha nerzuz, ha lemmoc’h égéd eur c’hlézé a ziou zremm: mon̄d a ra bété rann ann éné hag ar spéred, bétég er mellou hag er mélou; hag é tibab ar vénosiou hag ann ioulou eûz ar galoun.

13Krouadur é-béd n’eo digwél dira-z-han̄: pép-tra a zô enn-noaz ha dizôlô-kaer da zaou-lagad ann hini eûz a biou é komzomp.

14Pa hon eûz éta da vélek-brâz Jézuz Mâb Doué, péhini a zô éat enn én̄vou; miromp hor c’hréden.

15Râk n’hon eûz két eur bélek-brâz ha na hellfé két truéza hor gwanderiou: râk temptet eo bét ével-d-omp é pép-trâ, néméd er péc’hed.

16Déomp éta gan̄t fisian̄s étrézé trôn ar c’hrâs, évit ma vézo rôet trugarez d’é omp, ha ma kavimp ar c’hrâs da gen-ners talvouduz. ———— V. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 3Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 5 →

Study Lizher d'an Hebreed 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213