The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 5

1Râk pép bélek-brâz savet eûz a douez ann dûd, a zô lékéad évid ann dûd é kémen̄d a zell ouc’h Doué, évit ma gennigô rôou ha sakrifisou évid ar péc’héjou;

2Ha ma hellô kaout truez oud ar ré a zô enn diwiziégez hag er fazi; ô véza ma eo bét hé-unan strôbet gan̄d ar gwander.

3Ha dré-zé é tlé kinniga ar sakrifiz a zistol ar péc’héjou, kerkouls évit-han̄ hé-unan, ével évid ar bobl.

4Ha dén na gémer ann énor-zé évit-han̄ hé-unan, néméd ann hini a zô galvet gan̄d Doué, ével Aaron.

5Ével-sé ar C’hrist né két en ém veulet hé-unan évit béza bélek-brâz; hôgen meûlet eo bét gan̄d ann hini en deûz lavared d’ézhan̄: Va Mâb oud; hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

6Hervez ma lavar enn eul léac’h all: Té eo ar bélek peûr-bâduz, hervez urs Melkisédek.

7Ével-sé é deisiou hé gîk, ô véza kinnniget gan̄d garm ha gan̄d daérou hé bédennou hag hé c’houlennou d’ann hini a hell hé zavétei eûz ar marô, eo bét sélaouet enn abek d’hé zoujan̄s.

8Hag hén̄, évit-han̄ da véza Mâb Doué, en deûz desket ar zen̄tidigez dré gémen̄t en deûz gouzan̄vet:

9Hag ô véza éad da benn, eo deûed da benn-abek d’ar zilvidigez peûr-baduz évid ar ré holl a zen̄t out-han̄;

10Doué ô véza hé c’halvet bélek-brâz hervez urs Melkisédek.

11War gémen̄t-sé hor bé kalz traou da lavarout, hag a vé diez da zispléga, dré ma oc’h deûet diakétuz évid hô sélaoui.

12Rak pa dléfac’h évid ann amzer béza deûed da vistri, ha ma hoc’h eûz c’hoaz ézomm koulskoudé é vé desket d’é-hoc’h ar c’hen̄teliou ken̄ta eûz a zerou komsiou Doué, ha deûed oc’h ével tûd da béré é vé rei léaz, ha nann boéd kré.

13Râk néb a zô maget gan̄t léaz, a zô dic’halloudek é-kén̄ver lavar ar wirionez, ô véza ma’z eo eur bugel.

14Hôgen ar boéd kré a zô évid ar ré glôk, ar ré péré dré voaz hô deûz skian̄chou doaréet évid dibaba ar mad hag ann drouk. ———— VI. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 4Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 6 →

Study Lizher d'an Hebreed 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213