Levr Hoshea 13:6
Ével ar glîz é vézinn é-kén̄ver Israel; hégina a rai ével al lili; he c’hrisiou a lédô ével gwéz al Liban.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:10Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô; ha ma choumot héb aoun,
Nehemiah 9:25Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz: hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.
Psalms 10:4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
Isaiah 17:10O véza ma éc’h eûz an̄kounac’héet Doué da Zalver, ha n’éc’h euz két bét a goun eûz da warézer galloudek; râk-sé é plan̄ti plan̄tennou mâd, hag éc’h hadi had a-ziavéaz brô.
Ezekiel 23:35Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein, é tougi ivé da wall ha da c’hadélésiou.