Levr Izaia 10:4
Évit na blégot két dindân ar chadennou, ha na gouezot két é-touez ar ré varô. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Gwâ Assur, hén̄ eo gwalen ha bâz va frouden; enn hé zourn eo em euz lékéat va buanégez.
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Isaiah 9:11Ann Aotrou a lakai da zével a-énep Israel énébourien Rasin, hag a lakai da zon̄d enn eur rumm brâz hé holl énébourien:
Isaiah 9:16Neuzé ar ré a c’halv ar bobl-zé euruz, a zeûi da véza touellerien; hag ar ré a vézô galvet euruz, a gouézô el loun̄k.
Isaiah 9:20Trei a rai a zéou, hag en dévézô naoun; dibri a rai a gleiz, ha n’en dévézô két hé walc’h; pép-hini a loun̄kô hé vréac’h hé-unan; Manasez Éfraim, hag Éfraim Manasez, hag hî war-eunn-drô a-énep Juda.
Isaiah 22:2Tavit, c’houi péré a choum enn énézen: marc’hadourien Sidon a dreûzé ar môr évit leûnia da borsiou.