Levr Izaia 9:20
Trei a rai a zéou, hag en dévézô naoun; dibri a rai a gleiz, ha n’en dévézô két hé walc’h; pép-hini a loun̄kô hé vréac’h hé-unan; Manasez Éfraim, hag Éfraim Manasez, hag hî war-eunn-drô a-énep Juda.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 5:25Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.
Isaiah 10:4Évit na blégot két dindân ar chadennou, ha na gouezot két é-touez ar ré varô. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Jeremiah 19:9Hag em eûz lavaret: Na rinn mui a véneg anézhan̄, ha na gomzinn mui enn hé hanô; hôgen deûet eo em c’haloun ével eunn tân loskuz, a zô en ém zerret em eskern; hag ounn fatet, ô véza na hellenn mui hé c’houzan̄vi.