Levr Izaia 13:10
Stéred ann én̄v ar ré skédûsa na skiñin̄t mui hô goulou; ann héol pa zavô a vézô gôlôed a dévalien, hag al loar na rôi mui hé goulou. ll. Mé a emwélô gwallou ar béd, ha direizded ar ré fallagr; lakaad a rinn da éhanâ rogoni ar ré zifeiz, hag é vuélinn rogoni ar ré gré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 5:30Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz. ———— VI. PENNAD. Isaias a wél Doué enn hé c’hloar.
Ezekiel 32:7Pa vézi marô, é c’hôlôinn ann én̄v, hag é likiinn ar stéred da véza dû; ann héol a c’hôlôinn gan̄d eur goabren, hag al loar na rôi két hé goulou.
Joel 2:10Trôit hô souc’hiou é klézeier, hag hô pigellou é gwafiou; ra lavarô ann dén laosk: Kré ounn.
Zephaniah 1:15Eunn deiz a vuanégez é vézô ann deiz-zé, deiz a en̄krez hag a an̄ken, deiz a c’hlac’har hag a reûz, deiz a dévalien hag a amc’houlou, deiz a goabr hag a arné.