Levr Yehezkel 32:7
Pa vézi marô, é c’hôlôinn ann én̄v, hag é likiinn ar stéred da véza dû; ann héol a c’hôlôinn gan̄d eur goabren, hag al loar na rôi két hé goulou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Skuḻa a rinn da c’hoad brein war zouar ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan-éz.
Cross References
Job 18:5Ha na vézô két mouget goulou ar fallagr, ha na vézô két dilugern flamm hé dân?
Isaiah 13:10Stéred ann én̄v ar ré skédûsa na skiñin̄t mui hô goulou; ann héol pa zavô a vézô gôlôed a dévalien, hag al loar na rôi mui hé goulou. ll. Mé a emwélô gwallou ar béd, ha direizded ar ré fallagr; lakaad a rinn da éhanâ rogoni ar ré zifeiz, hag é vuélinn rogoni ar ré gré.
Jeremiah 13:16Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed: râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.
Ezekiel 30:18É Tafnis ann deiz a zeûi da véza dû, p’am bézô brévet énô gwalen-roué ann Éjipt, ha pa vézô bévézet enn-hi balc’hded hé galloud; eur goabren a c’hôlôi anézhi, hag he merc’hed a vézô kaset é sklavérez.