Levr Izaia 15:2
Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba; iudet é deûz Moab: en em zivlevet in̄t holl; touzet hô deûz holl hô barô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 13:40Ar goaz eûz a benn péhini é kouéz bléô, a zô moal ha glân:
Leviticus 21:5Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.
Numbers 32:3Atarot, ha Dibon, ha Jazer, ha Nemra, hag Hesébon, hag Éléalé, ha Saban, ha Nébo, ha Béon,
Deuteronomy 14:1P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.
Joshua 13:16Hag hô harzou a oé adaleg Aroer a zô war c’hlân̄ froud Arnon, hag é-kreiz ann draon̄ien é péhini éma ar froud-zé; hag ann holl gompézen a gâs da Védaba,
Job 1:20Neûzé é savaz Job, hag é rogaz hé ziḻad, ha goudé béza touzet hé benn, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz,