Leviegezh 21:5
Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Hôgen n’en em zaotrô két, pa varvô zo-ken eur prin̄s eûz hé bobl.
Cross References
Leviticus 10:6Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien: Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.
Deuteronomy 14:1P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 48:37Ar c’hlézé war hé c’hézek, ha war hé c’hirri, ha war ann holl bobl a zô enn hé c’hreiz; hag hi a zeûi ével gragez; ar c’hlézé war hé zen̄zoriou, hag hî a vézô preizet.
Amos 8:10Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou: digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn: hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.