The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 15

1Béac’h Moab. O véza ma eo bét diskaret Ar-Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet, ô véza ma eo bét diskaret môr Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet.

2Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba; iudet é deûz Moab: en em zivlevet in̄t holl; touzet hô deûz holl hô barô.

3Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.

4Hesébon hag Éléalé a c’harmô; hô mouéz a vézô klevet bété Jasa; ar ré galounéka eûz a Voab a c’harmô war gémen̄t-sé; garmi a rain̄t enn-hô hô-unan.

5Va c’ha1oun a c’harmô étrézé Moab; hé skôrou a dec’hô bété Ségor, ével eunn ounner trî-bloaz; piña a rain̄t enn eur wéla dré gréc’hien Luit, hag é hen̄t Oronaim é rôin̄t da glevout garm hô glac’har.

6Râk douréier Nemrim a zeûi ével eunn distrô; ar géot a zizéc’hô, al louzou a wévô, hag ann holl iéot glaz a iélô-da-nétra.

7Hervez brasder hô ôber é vézô hô c’hastiz; bété froud ann halek é vézin̄t klevet.

8Râg garm Moab a iélô enn-drô d’hé harzou; hé iud a iélô bété Gallim, hag hé garm bété pun̄s Élim.

9Râk douréier Dibon a vézô leun a c’hoad; râk kâs a rinn ouc’h-penn war Zibon; léoned a iélô war-lerc’h ar ré a dec’hô eûz a Voab, hag ann dilerc’h eûz ar vrô-zé. ———— XVI. PENNAD. Kaléder ar Voabited.

← Levr Izaia 14Read In The App, Free →Levr Izaia 16 →

Study Levr Izaia 15

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566