Levr Izaia 16:10
Na vézô gwélet mui a lévénez nag a dridérez er mésiou frouézuz, na vézô klevet mui a jolori er gwiniennou; ar ré a oa boazet da waska ar gwîn, n’her gwaskin̄t mui; lakaad a rinn da dével mouéz ar waskerien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Rak-sé va c’hôv a zonô diwar-benn Moab ével eunn délen, ha va bouzellou diwar-benn hé mûr brikennou.
Cross References
Job 24:11Kousket hô deûz diouc’h ar c’hrésteiz war ar bern frouez a zô bét gwasket gan̄t ar ré a varv gan̄d ar séc’hed.
Isaiah 32:10Na varvô két hé dân na nôz na deiz, hé môged a biñô da-vikenn; a-rumm-é-rumm é vézô glac’haret, na dréménô dén dré-z-hi a-héd ar c’han̄tvédou.
Ezekiel 7:7Ann disman̄tr a zeû war-n-od, té péhini a choum war ann douar; ann amzer a zeû, tôst éma deiz al lazérez, ha nann gloar ar ménésiou.
Amos 5:17Hag enn holl winiennou é vézô keinvan, ô véza ma tréméninn enn hô kreiz, émé ann Aotrou.
Zephaniah 1:13Hô madou a vézô preizet, hag hô ziez a zeûi da véza didud: tiez a zavin̄t, ha na choumin̄t két enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, ha na évin̄t két ar gwîn anézhô.