Levr Izaia 32:10
Na varvô két hé dân na nôz na deiz, hé môged a biñô da-vikenn; a-rumm-é-rumm é vézô glac’haret, na dréménô dén dré-z-hi a-héd ar c’han̄tvédou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr; hag hé douar é pég leskédik.
Cross References
Isaiah 5:5Hôgen bréma é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a rinn d’am gwinien: diframma a rinn hé garz, hag hî a vézô gwastet. Diskara a rinn hé môger, hag hi a vézô mac’het.
Isaiah 16:10Na vézô gwélet mui a lévénez nag a dridérez er mésiou frouézuz, na vézô klevet mui a jolori er gwiniennou; ar ré a oa boazet da waska ar gwîn, n’her gwaskin̄t mui; lakaad a rinn da dével mouéz ar waskerien.
Isaiah 24:11Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.
Jeremiah 25:10Pa glévaz prin̄sed Juda kémen̄t-sé, é piñchon̄t eûz a dî ar roué da dî ann Aotrou, hag éc’h azézchon̄t é-tâl porz névez tî ann Aotrou.
Hosea 3:4Râg a-héd kalz deisiou é choumô bugalé Israel hép roué, hag hép prin̄s, hag hép sakrifiz, hag héb aoter, hag héb éfod, hag hép térafim.
Joel 1:12Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez: dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.