Levr Izaia 16:8
Râk faboursiou Hesébon a zô didûd, hag aotrounez ar brôadou hô deûz gwastet gwinien Sabama; hé skourrou a zô en em astennet bété Jazer; kildrôet hô deuz enn distrô; hag ar ré eûz hé greskou a zô choumet hô deûz treûzet ar môr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 21:32Ha Moizez a gasaz tûd évid anaout brô Jazer; hag hî a géméraz hé bourc’hiou, hag ar ré a choumé enn-hô.
Numbers 32:35Hag Étrot, ha Sofan, ha Jazer, ha Jegbaa,
Joshua 13:19Ha Kariataim, ha Sabama, ha Saratasar é ménez ann draon̄ien,
2 Samuel 1:21Ménésiou Gelboé, na zeûet war-n-hoc’h na glîz na glaô; na vézet két a bréveûdi enn hô parkou: râg énô eo bét taolet tiren ar ré galounek, tiren Saül, ével pa né vé két bét éôliet gan̄d éôl zan̄tel.
Isaiah 15:4Hesébon hag Éléalé a c’harmô; hô mouéz a vézô klevet bété Jasa; ar ré galounéka eûz a Voab a c’harmô war gémen̄t-sé; garmi a rain̄t enn-hô hô-unan.
Isaiah 24:7Hag hén̄ a dorrô war ar ménez-zé ar chaden a éréé ann holl boblou, hag al lien a oa bét steûet enn-drô d’ann holl vrôadou.