Levr Izaia 2:4
Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou: eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Tî Jakob, deûit, ha baléomp é goulou ann Aotrou.
Cross References
Psalms 46:9O lakaad da éhana ar brézéliou bété penn ann douar. Ar wareg a dorrô, ann armou a vrévô; hag ann tirennou a zévô gan̄d ann tân.
Psalms 72:3Barna a rai péorien ar bobl, hag é tieûbô bugalé ar béorien, hag é vuélai ar gwall gomzer.
Psalms 96:13Dirâg ann Aotrou, ô véza ma teû; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez hé wirionez. ———— XCVI. PSALM. Da Zavid, pa oé lékéat hé zouar er stad gen̄ta.
Isaiah 9:5Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.
Isaiah 11:3Ha spéred doujan̄s ann Aotrou a leûniô anézhan̄. Na varnô két diouc’h gwéled ann daoulagad, ha na damallô két diouc’h kleved ann diskouarn:
Isaiah 11:6Ar bleiz a choumô gan̄d ann oan: al léonpard a c’hourvézô gan̄d ar menn-gavr: al leûé, al léon hag ann dan̄vad a choumô kévret, hag eur bugélik hô bléniô.