Levr ar Salmoù 96:13
Dirâg ann Aotrou, ô véza ma teû; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez hé wirionez. ———— XCVI. PSALM. Da Zavid, pa oé lékéat hé zouar er stad gen̄ta.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12En em laouénaad a rai ar mesiou, ha kémen̄d a zô enn-hô; neûzé gwéz ar c’hoajou a dridô,
Cross References
Psalms 50:3Doué a zeûiô enn eunn doaré splann: hon Doué a zeûiô, ha na davô két. Ann tân a grogô dira-z-han̄; hag eunn arné gré a vézô enn-drô d’ézhan̄.
Psalms 96:10Livirit é-touez ar brôadou pénaoz en deûz rénet ann Aotrou, râk startéet en deûz ar béd, péhini na vézô két horellet; barna a rai ar boblou gan̄t reizded.
Isaiah 2:4Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou: eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.
Malachi 3:1Râk chétu é teûi eunn deiz hag a loskô ével eur fourn: hag ann holl ré valc’h, hag ann holl ré fallagr a vézô ével kôlô: hag ann deiz-zé da zon̄t a loskô anézhô, émé Aotrou ann arméou, hép lézel gan̄t-hô na gwenn, na grisien.
2 Thessalonians 1:10Pa zeûi évit béza meûlet enn hé zen̄t, hag évit béza sellet gan̄t souez er ré holl hô deûz krédet enn-han̄: râg hon testéni a zô bét fisiet war-n-hoc’h é gortoz eûz ann deiz-zé.