Levr Yehezkel 18:30
Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 10:11Ha bréma meûlit ann Aotrou, Doué hô tadou, ha grîd ar péz a zô hétuz d’ézhan̄, ha pellait diouc’h poblou ann douar ha diouc’h ar gragez a-ziavéaz.
Ecclesiastes 12:14Ha Doué a zigasô d’ar varn ann holl faziou, ar mâd hag ann droug a vézô bét gréat.
Jeremiah 3:22Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, ha mé hô iac’hai eûz hô trougiézou. Chétu nî a zeû étrézég enn-od; râk té eo ann Aotrou hon Doué.
Ezekiel 7:3Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.
Ezekiel 7:27Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.
Ezekiel 18:21Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.